Levr Malac'hi zo unan eus al levrioù a gaver e lodenn ar Brofeded en Tanac'h. Evit ar Gristenien eo al levr diwezhañ en Testamant Kozh.
Skrivet e vefe bet gant ur profed anvet Malac'hi.
Emeur war-dro ar bloavezh 430 KJK.
Adsavet eo bet an Templ.Karantez Doe evit e bobl a zo anavezet a-bell zo ha didorrus, met rebechoù en deus Malac'hi d'ober d'ar veleien, a zispriz an traoù sakr hag a zilez al Lezenn ha da dud ar bobl a ra dimezioù gant an estren, a gas kuit gwreg o yaouankiz, a zo lezirek da ginnig ar profoù merket el Lezenn, a zo diskred ouzh Doue.
"Pelec'h emañ Doue ar varn ? Dont a ray deiz an Aotrou a c'hlanaio mibien Levi, a gastizo sorserien, avoultrerien, falstouerien, mac'homerien hag an holl walloberourien. Deiz an Aotrou o c'huzumo evel plouz, tra ma paro war ar re just an heol a reizhded"[1].